Le 40ème Festival Interceltique de Lorient : 6- 15 Août 2010 - Année de la bretagne

Ar Gelted, un darn a vemor Europa



Ar Gelted, un darn a vemor Europa.

Al levrioù istor o doa graet ag ar Gelted barbared jentil moustret get legionoù Roma evit o mad dezhe o-unan. Dishañval eo ar wirionez : ar bobl greñvañ en Europa int bet, ha monet a rae o douaroù ag ar Mor Du da Iwerzhon. Ar re gentañ int bet éc’h ober get an arz n’eo ket skeudennus hag é labourat an houarn, pa veze c’hoazh ar C’hresianed hag ar Romaned éc’h ober get an arem. Gete eo bet lakaet en o reizh tout ar binvioù diazez zo bet implijet betek ar mekanikat nevez zo.

Miliadoù ag hor stêrioù, ag hon traoñiennoù, ag hor c’hêrioù, o deus miret anvioù keltiek, evel « Pariz » da skouer, a felle d’ar Romaned ober “Lutetia” anezhi. Tristan hag Izold, ar Roue Arzhur, Marzhin, Marc’heion an Daol Grenn, zo c’hoazh e-barzh faltazi sevenadurel ul lodenn vras ag ar bed. "Halloween", blez nevez ar Gelted, a za àr wel adarre, ha setu an hendadoù-se, ijinek, kalonek ha prest da festailhiñ a-wezhioù, a soñjed e oant mouget get an istor, é tifoupiñ adarre en hor memor.

Asturias

Asturias, anezhañ ur briñselezh emren e gwalarn Spagn, get 320 km a aod etre Galiza hag aradennad Cantabria, en deus un tammig ouzhpenn ur milion a annezidi. Bro he menezioù glas eo, ha lavaret e vehe e oa bet ganet diàr « fulor tost kevrinek mor Cantabria ha habaskted hud he menezioù ». He fikernioù europat brudet a dizh 2600 metr.

Oviedo, anezhi orin an arz rakroman en Asturias, rummet e « glad an denelezh », eo kêr-benn ar briñselezh. Emañ é cheñch bremañ goude un hir a brantad greantelaat get mengleuzioù. Gijon, ur gêr get ur porzh anezhi, eo ar gêr pobletañ.
An astureg, ur yezh romanek anezhi, zo anavezet get 60 % ag an dud ha komzet get 30 % anezhe.
Abaoe pemp blez ha tregont ez eus diorroet ul lusk kreñv evit adpiaouiñ ar yezh. Ur plas en deus an asturianeg e mediaoù zo ha 30 000 a dud a vez ouzh e studiiñ. Bremañ ez eus bet lakaet àr-sav ur greizenn deuliaouiñ evit ar sonerezh hengounel e Mirdi Pobl Asturias.

Kernev-Veur

Kernev-Veur zo ur gontelezh get 400 000 a annezidi e beg mervent Breizh-Veur. Truro eo ar gêr-benn anezhi. Abalamour da zourioù ar Gulf Stream a-hed hec’h aodoù ez eo Kernev-Veur Riviera Breizhveuriz. Ar c’hernevveureg, ag ar memes skourr predenek hag ar brezhoneg hag ar c’hembraeg, zo ur yezh vev dre vurzhud.

Aet da get e fin an XVIIIvet kantved, adkavet àr-bouez skridoù ag ar Grennamzer, adsavet... Berzh a ra bremañ ken-ha-ken er c’hentelioù-noz. Strolladoù nevez a genlabour evit adsevel glad ar sonerezh e Kernev-Veur er mare-mañ.

Skos

E norzh pellañ Breizh-Veur, Skos a laka da soñjal en Uheldirioù, er wiski mat, er c’hiltoù (a dalvez an tres hag al liv anezhe da verkiñ ar c’hlan), er binioù-bras, er c’hoarioù dic’hortoz evel ar banniñ kefioù gwez, er rugbi, en euzhvil al Loch Ness, en askol, pe c’hoazh e kroaz Sant-Andrev...

Skos, mammvro Sir Arthur Conan Doyle, zo kement-se holl àr un dro, liammet get un identelezh kreñv ha mezevellus !
An holl elfennoù-se, bodet, na pegen dizunvan e tiskouezont bout, a vez adkavet e bed sonerezh Skos ha tro hor bo da (ad)ober anaoudegezh getañ. Scotland (Rouantelezh ar Skoted, e saozneg), hag Alba e gouezeleg, an douar-se a c’hell seblantout bout rust da gentañ-penn ; buan a-walc’h e tiskouez bout ur vammenn dihesk a zizoloadennoù, a avanturioù, a gejadennoù get ur bobl, un istor, un identelezh pinvidik zo ar sonerezh ar c’hannad gwellañ anezhi.
Skos en em ro laouen d’an hini a fell dezhañ ober anaoudegezh geti.
Etre Dinedin, Glasc’ho pe c’hoazh Aberdeen, Skosiz o deus gouiet penaos tenniñ splet ag un hêrezh prizius ha pounner da zougen àr un dro, doc’h e neveziñ dizehan. Hiziv an deiz c’hoazh, en amzer Europa, bodet e-barzh al lusk Etrekeltiek, diaweladoù nevez a-leizh en em ziskouez e penn an hent.

Skos, prest atav da dapout nerzh en-dro, d’ober he mad ag an troioù kaer, zo diouzh ar c’hiz muioc’h eget biskoazh. Hec’h identelezh dezhi, liammet ouzh an etrekeltiegezh hag ouzh ar varregezh d’en em zigeriñ, n’int ket traoù da vout enebet, pell ac’hane, met ur sin a startijenn, a varregezh da grouiñ, evit un amzer da zonet leun a spi...
Ar gouezeleg, da skouer, zo lañs getañ abalamour d’ur c’hoant politikel kreñv a ra digeriñ skolioù ha chadennoù skingomz ha skinwel e gouezeleg.

Breizh

Ar brezhoneg hag ar gallaoueg n’int ket yezhoù morgousket hag a skoazeller, dezhe da chom bev. Er c’hontrol eo gwriziennet sevenadur Breizh a-bezh en amzer vremañ ha digor eo àr an amzer da zonet. Emvod ar Gelted en Oriant hag ar festoù-noz, e-touez traoù arall, o deus gouiet penaos derc’hel sevenadur Breizh en ul lusk a-vremañ.

En amzer dremenet e oa bet poblet Arvorig get meuriadoù kelt o deus lezet o anvioù get meur a gêr (ar Weneted get Gwened, ar Riedoned get Redon, an Namneted get Naoned…). Bretoned Breizh-Veur, argaset get an Angled hag ar Saozon, a za goude-se da ziazeziñ en Arvorig a-vagadoù, hag int da reiñ un anv d’o bro nevez. Degas a reont gete katoligiezh Iwerzhon ha stummiñ a reont parrezioù (plou), penitioù (lok), abatioù (lann), hag a gaver c’hoazh en anvioù-lec’h Breizh.

Goude bout trec’het Charlez ar Moal e chomo dizalc’h Breizh betek ar XVIvet kantved, ha mirout a ray ur parlamant betek an Dispac’h Bras. Anv ar vro, Breizh, a skriver get « ZH » evit meskiñ ar skritur kozh a oa en norzh hag er c’hornôg (Breiz) get hini ar su (Breih). Berraet e vez « Breizh » get BZH alies. Hec’h anv e gallaoueg zo Bertaèyn.

Erfin, arouezioù dibar he deus Breizh. He banniel da gentañ, ar Gwenn-ha-du ; an triskell, anezhañ un arouez tri skourr, kozh ha meur a ster dezhañ (hag a arouez moarvat strolladoù tri doue, ur rod heol pe an elfennoù kentañ : an dour, an aer hag an douar); he ger-stur : Kentoc'h mervel eget bout saotret.

Galiza

Galiza, e gwalarn Spagn, etre Portugal hag Asturias, zo ur broviñs emren dezhi 3 milion a annezidi. Sant-Jakez a Gompostela eo ar gêr-benn, ha Vigo, La Coruña, Ourense ha Lugo eo ar c’hêrioù pennañ anezhañ.


Kentañ kêr Galiza eo Buenos Aires, hervez kont. Kalz a dud a oa divroet da Arc’hantina. « Galizaiz » eo al lesanv a vez roet d’ar Spagnoled get tud Arc’hantina. Galiza, ur vro dorgennek ha glas anezhi, a zegas da soñj a Vreizh, dreist-holl en arvor get ar riaoù (enne pesketaerezh, dourc’hounezerezh ha touristerezh) a laka da soñjal en hon aberioù hag en hor stêrioù.

Kollet e oa bet ar yezh keltiek edan yev ar Romaned, met roudoù anezhi a gaver c’hoazh e lod anvioù-lec’h. Ar yezh romanek avat, tost a-walc’h d’ar portugaleg, zo chomet bev goude un toullad diaesterioù hag emsavioù evit he difenn. Ur yezh ofisiel eo ar galizeg hiziv an deiz, get ar c’hastilhaneg. Ret eo he studiiñ a-du-arall, e pep live ag an deskadurezh. Evit Galiza, digenvez e “Penn-ar-Bed” Spagn, hent pirc’hirinded brudet Sant-Jakez a Gompostela  a oa un digor kentañ àr ar bed.

Enez Vanav

Drapeau: Île de ManEnez Vanav, e mor Iwerzhon, zo 60 000 a annezidi àr he 570 km², hag emañ an hanter anezhe e Doolish, ur gêr gouronkiñ. Ar baradoz kemedel-se en deus bet en hêrezh diget ar Vikinged koshañ parlamant ar bed.

Monet a ra en-dro abaoe ouzhpenn mil blez àr dorgenn Tynwald. Neuz ar vro a c’hellfe lakaat da soñjal e Skos, get hentoù kammigellek ha maeziadoù un tammig dousoc’h. Brudet eo Enez Vanav abalamour d’he redadegoù àr virc’hi-tan, d’he c’hizhier besk, d’he meot pevar c’horn ha d’he zramgarr sachet get kezeg.

Sonerezh Enez Vanav zo bet adlakaet diouzh ar c’hiz ha kaset àr-raok get strolladoù yaouank.

Iwerzhon

Iwerzhon (Éire en iwerzhoneg), e kornôg inizi Breizh-Veur, zo enni pevar milion hanter a annezidi, an tri c’hard anezhe é vevañ er Su, er Republik Dizalc’h (Dulenn he c’hêr-benn). An Norzh, pe Ulad (Belfast e gêr-benn) zo ul lodenn ag ar Rouantelezh Unanet.

Tavet eo an armoù en Ulad, setu e c’heller spurmantiñ un diskoulm d’an hir a stourm a eneb ar gumuniezh katolik ouzh an hini brotestant. Iwerzhon, brudet-kaer hiviziken evit dibarded he maezioù glas – ur glaz na gaver nemet en Iwerzhon – he deus ur plas dibar e kalon ar Gelted hag a lid Sant Padrig evel o fatrom aroueziek.  Enezenn an taouarc’h hag al lann, ar “whiskey-où”, ar pintadoù hag an tavarnioù, Iwerzhon he deus difennet he sevenadur gwellañ ma c’helle.

Desket e vez iwerzhoneg get ur milion a dud yaouank, ha komzet e vez get 200 000 a Iwerzhoniz.
Eno emañ ar sonerezh en anien an dud.

Kembre

Kembre, e kornôg Breizh-Veur, zo enni tri milion a annezidi. Kollet he doa he farlamant er XVIvet kantved, staget eo bet ouzh Bro-Saoz e-pad 4 c’hantved, hag emañ é paouez adtapout he emrenerezh dre ur referendom. Melestret e vez bremañ get ur « Vodadeg Vroadel ».
Kerdiz (300 000 a annezidi) eo kêr-benn yaouank ar vro-se he doa graet berzh ken-ha-ken en oadvezh ar greanterezh. Ur binvidigezh hag a c’heller gwelet e kalzik savadurioù.

Abaoe ouzhpenn seizh kantved e weler àr greñvlec’hioù lorc’hek, savet get Angled-ha-Normaned, roudoù o stourmoù dibaouez enep Kembreiz. Get Kembre ez eus maeziadoù gwarezet ag ar c’hentañ e tri fark broadel.
Get oberiantiz e vez renet ar stourm evit ma chomo bev ar c’hembraeg (ag ar memes skourr predenek hag ar brezhoneg). Gellout a ra an nen ober razh e studioù e kembraeg, ha kelennet e vez ar yezh dre ret er c’hentañ derez. Bout ez eus ur chadenn skinwel e kembraeg penn-da-benn, ha divyezhek eo ar BBC eno..

Broadoù kelt « mignonezed »

Aostralia

Aostralia, brasañ enezenn-gevandir ar bed, zo en hantervoul su etre meurvor Indez hag ar meurvor Habask. C’hoarvout a ra ag ur c’hevread Stadoù ha tiriadoù ha Canberra eo ar gêr-benn anezhañ.

A-hed he 37 000 km a aodoù hag he c’houraleg e vez  dremmvroioù dibar. Milionoù a weladennerion a za d’ober anaoudegezh gete bep blez. Boemus eo hec’h istor a-du-arall. Liammet strizh eo he gwrizioù keltiek ouzh hec’h amzer dremenet evel galeoù, met emdroet int kalz abaoe, betek endevout bremañ ur gwir identelezh er pezh a anver sonerezh ar « Bush ».

Get ar sonerezh hengounel-se, zo bet e-pad pell an diduamant nemetañ evit ar c’haleourion, ha diwezhatoc’h evit ar wastaderion, e vez kontet istor fromus ar bobl-se zo he fouez-mouezh, kreñv-kenañ a-wezhioù, é tegas soñj a levezon Iwerzhon.

Akadia

Trevadenn gentañ Frañs en Amerika eo Akadia. Diazezet e oa bet e 1604 àr douar ar pezh zo anavet bremañ evel Brunswick-Nevez, Skos-Nevez pe ar Maine.
Goude un nebeud goañvezhioù diaes e tibab Frañs striviñ da ziorren Kanada dreist-holl (Kebek hiziv an deiz), ha breizhveuriat e ta Akadia da vout da viken e 1713. Skarzhet eo tud Acadie ag o douaroù get ar Saozon adal 1755 ; an « Direnkadenn Vras » eo. Darn en em gav strewet en trevadennoù saoz-amerikan, e Bro-Saoz hag e Frañs, ha re arall a vez degemeret e Louiziana, a oa da Spagn d’ar mare-se, ha donet a raint da vout « Kajuned » dre benn da zistagadur fall ar saoznegerion.
Koulskoude ez eus kalz a Akadianed hag a Akadianezed é chom c’hoazh e proviñsoù Kanada atlantel hag é sikour da lakaat ar galleg da vleuñviñ. Kontiñ a reer ouzhpenn 300 000 a c’hallegerion hag ouzhpenn an div drederenn anezhe é chom er Brunswick-Nevez a vremañ, en norzh hag a-hed an aod reter. Kumuniezhioù arall zo e Skos-Nevez, àr Enez-ar-Priñs-Edouarzh, en Douar-Nevez-ha-Labrador, e Kebek hag e Sant-Pêr-ha-Mikelon. Istimiñ a reer ez eus tri milion a dud é tiskenn ag Akadianed er bed a-bezh.

Région Bretagne Conseil Général du Morbihan Ville de Lorient Cap L'Orient CCI du Morbihan Loire Atlantique