
Ar vodadeg vrasañ er bed evit ar sevenadurioù keltiek :
ur gouel evit enklask, krouiñ hag en em vodiñ, ur gouel digor àr ar bed.
Gouel Emvod ar Gelted en Oriant, abaoe m’eo bet krouet 39 blez zo, a gas an etrekeltiegezh àr-raok : un identelezh voutin diazezet àr liesseurted ar sevenadurioù.
Hiziv an deiz eo daet da vout unan ag ar gouelioù brasañ er bed a-bezh, ha bep blez e vez lakaet getañ da gouviadez a enor ur vro a sell sevenadur ar Gelted outi.
A-hed ar blez e vez aozet ivez ur bern abadennoù evidoc’h-c’hwi, amourouzion Keltia
