Titouroù
Kreizenn-genwerzh Nayel (estaj kentañ)
Eus an 12 a viz ebrel betek an 30 a viz gouere: etre 10 eur 30 vintin hag 1 eur goude merenn hag etre 3 eur goude merenn ha 5 eur 30 noz.
Eus ar 7 betek an 30 a viz gouere etre10 eur vintin ha 7 eur noz.
Mirout dre bellgomz: 02 97 64 03 20 eus 12 a viz ebrel betek 30 a viz gouere etre 10 eur 30 vintin ha 1 eur goude merenn hag etre 3 eur goude merenn ha 5 eur 50 noz.
Gwerzh dre lizher
Moullit, leunit ar skrid-prennañ ha kasit anezhañ da:
Gouel Etrekeltiek an Oriant – Servij tikedoù – 11, Kreizenn Nayel – 56100 An Oriant
Gellout a reer paeañ dre chekenn pe KB.
Trugarez deoc'h da baeañ 5,50 euro mizoù-kas dre lizher-erbedet gant ur c'hemenn-degemer.
Pennvilhederezh ar Gouel e Palez ar c'hendalc'hioù
Eus ar 7 a viz gouere betek ar 5 a viz eost etre 10e vintin hag un 1 goude merenn hag etre 3 eur goude merenn ha 7e noz a lun da wener.
• D'ar sadorn 24 ha 31 a viz gouere etre 10 eur vintin hag 1 eur goude merenn
• Eus ar 6 betek ar 15 a viz eost etre 10 eur vintin ha 7 eur noz bemdez.
Digor eo ar bilhederezhoù e-pad ar Gouel un eur araok an abadennoù. Priz uhel hepken nemet prizioù vugale dindan 12 vloaz e-pad an endervioù e Kreizenn Vorlu.
Internet
Klikit war anvioù an abadennoù a-zehou evit prenañ ho tikedoù diwar vremañ gant hor c'heveler FNAC.
Tikedoù hegerzh ivez war wwww.ticketnet.fr.
Rouedadoù
Fnac - Carrefour - Magasin U - Géant - www.fnac.com - 0 892 68 36 22*
Auchan - Cora - Leclerc - Virgin Mégastore - Cultura - www.ticketnet.fr - 0 892 39 01 00* (*0,34 euro/vun)
Evit abadennoù Stad ar Voustoer, Kreizenn Vorlu C'hoariva meur, Porzh pesketa ha Palez ar c'hendalc'hioù hepken.
Kinnigoù dibar
• Treziad dizolo: 39 euro evit 3 abadenn da zibab : 1 e Stad ar Voustoer, 1 e c'hoariva meur pe 1 e Palez ar c'hendalc'hioù. Kinnig bevennet.
• Treuziad Sonerezh sakr : 25 euro evit an 3 abadenn en Iliz Sant-Loeizh.
• Mont e-barzh digoust evit bugale dindan 5 bloaz da gemer e pennbilhederezh ar Gouel e Palez ar c'hendalc'hioù gant un prouenn.
• Priz izel (spisaet eo e-barzh ar roll evit bep abadenn) o kinnig ur prouenn evit:
- Tud etre 5 ha 18 vloaz, studierien ha klaskerien labour
- An nammidi
- Annezidi Kab An Oriant (betek an 30 a viz gouere hepken)
- Bleinerien busoù, ajañsoù-beaj, kevredigezhioù ouzhpenn 20 den, poellgorioù embregerezh, adalek 20 bilhed miret evit tout an abadennoù.
Goulennit an teuliad klok gant ar baberenn urzhiañ da:
FIL – Strolladoù – 11 Kreizenn Nayel 56100 An Oriant
Chomlec'h postel: billetterie@festival-interceltique.com - 02 97 64 03 20
- Izili Cezam – Mozaïc
Titouroù all:
- D'ar 30 a viz gouere: sklotur ar gwerzhioù evit ar strolladoù, poellgorioù embregerezh haz annezidi Kab an Oriant
- Arabat luc'hskeudenniñ, filmañ ha mont e-barzh gant loened
- Chekennoù vakansiñ ha sevenadur degemeret
- Ar gaoteriad : hep an evajoù
- Digresk Kab an Oriant : red eo kinnig ur prouenn evit 4 den uc'hek
- An nammidi: digoust e oar bilhed evit an ambrouger ma eo > 80% ar feur divarregezh
- Klemm: Gouel etrekeltiek, 11 Kreizenn Nayel 56100 An Oriant
- Bilhedoù hegerz betek ma vo diviet















